Kemennadurioł staliań
Kefluniadur ret
- Kewerier Pentium pe genglotus
- Lenner CDROM
- D'an nebeutań 32 Mo a vemor vev
- Kartenn c'hrafek kenglotus VESA 2.0
Staliań Mandrakelinux a zo, peurliesań, ken eeun ha lakaat ar CD
staliań el lenner CDROM, hag adloc'hań ho ardivink. Sellit ouzh
ar rann 1 mar plij.
Evelkent ez eus doareoł all da staliań Mandrakelinux, dav eo deoc'h
klask anezho en urzh :
1. Loc'hań end-eeun diwar CD
Emloc'hus eo ar CD staliań. Peurliesań, trawalc'h eo enlakaat ar CD el
lenner hag adloc'hań an ardivink. Heulhit ar c'hemennadurioł diskwelet
war ar skramm, ha graet eo.
laez ar bajenn
2. Lańsań ar staliań diwar Windows 95/98
N'hoc'h eus ken nemet enlakaat ar CDROM kentań. ur prenestr a zlefe
dont war wel. Ma ne ra ket, sevenit D:\dosutils\autorun.exe (en ur
c'houlakaat eo D lizherenn ho lenner CDROM).
Dibabit Staliadur klok evit lańsań staliadur boas
Mandrakelinux.
Mod all, dibabit ar staliadur Linux evit Windows ma ne mennit
tamm ebet parzhań ho pladenn galet ; krouiń a raio ar goulev-se daou
restr war ho parzhadur Windows evit Linux ; evelato, gorrek eo e-keńver
ar staliadur klok, ha ma rankit adstaliań Windows e vo kollet ho
reizhiad Mandrakelinux war un dro...
laez ar bajenn
3. Lańsań ar staliań diwar MS-DOS
M'eo staliaet MS-DOS war ho urzhiataer, tu zo deoc'h loc'hań ar
reizhiad staliań end-eeun diwar ar CD hep implij pladennig ebet.
Evit hen ober (en ur c'houlakaat eo el lenner D: ho CD), implijit
an urzhiadoł a heul :
C:\> D:
D:\> cd \dosutils\autoboot
D:\dosutils\autoboot> autoboot.bat
Taolit evezh ne yelo ket en-dro an hentenn-se m'eo sevenet en ur prenestr
DOS dindan Windows. Evit staliań diwar Windows, heulhit ar c'hemennadurioł
roet er rann 2 mar plij.
laez ar bajenn
4. Oberiań ur bladennig loc'hań gant Windows
Ma ne loc'h ket ho urzhiataer diwar CDROM ha ne ya ket en-dro an hentennoł
kent, dav eo deoc'h oberiań ur bladennig loc'hań dindan Windows evel-henn :
-
enlakit ar CDROM, goude-se digorit an arlun "Ma urzhiataer", klikit
a-zehoł war arlun al lenner CDROM ha diuzit "Digeriń"
-
kit er renkell "dosutils" ha daouglikit war an arlun
"rawwritewin"
-
lakit ur bladennig goullo el lenner
-
diuzit "D:\images\cdrom.img" er vaezienn "Restr skeudenn" (en ur c'houlakaat
eo "D:" ho lenner CDROM, a-hent-all erlec'hiit "D:" evel ma zere)
-
diuzit "A:" er vaezienn "Lenner pladennig" ha neuze klikit war "Skrivań".
Evit kregiń gant ar staliań, enlakit ar CDROM el lenner, kement hag ar
bladennig loc'hań, hag adloc'hit an urzhiataer.
laez ar bajenn
5. Hentennoł staliań all
Ma ne torr ket an hentennoł kent ho ezhommoł evit abeg pe abeg (mennout
a rit kas da benn ur staliadur rouedad, ur staliadur diwar trobarzhelloł
pcmcia pe...), ret e vo deoc'h oberiań ivez ur bladennig loc'hań :
-
Dindan Linux (pe un unix arvenez all) skrivit war al linenn-urzhiań :
dd if=xxxxx.img of=/dev/fd0
-
Dindan Windows, heulhit an hentenn displeget er rann 4, hogen
en ur implij xxxxx.img (gwelit a-is) e lec'h cdrom.img.
-
Dindan MS-DOS, en ur c'houlakaat eo ho CD al lenner D:, grit :
D:\dosutils\rawrite.exe -f D:\images\xxxxx.img -d A
xxxxx.img
eo ar skeudenn loc'hań :
- cdrom.img : staliań diwar CD-ROM.
- hd.img : staliań diwar bladenn galet.
- network.img : staliań diwar ftp/nfs/http.
- pcmcia.img : staliań diwar lennerien pcmcia.
laez ar bajenn
Gallout a rit ivez implij ur staliań mod skrid ma sav, evit abeg
pe abeg, kudennoł gant ur staliań grafikel. Evit e implij, gwaskit
F1 war skramm degemer Mandrakelinux, da c'houde skrivit
text war al linenn-urzhiań.
M'hoc'h eus ezhomm saveteiń ho reizhiad Mandrakelinux o vezań,
enlakit ho CDROM staliań (pe ne vern pe bladennig loc'hań a zere), gwaskit
F1 war skramm degemer Mandrakelinux, neuze skrivit
rescue war al linenn-urzhiań.
Gwelit
http://www.linux-mandrake.com/drakx/README evit muioc'h a
ditouroł teknikel.
Setu a-is lankadoł pennań ar staliań :
- Enlakit ho CDROM staliań (pe ho pladennig staliań diouzh ret) hag
adenaouit hoc'h ardivink.
- Stokit enkas pa zeu skramm degemer Mandrakelinux war wel hag heulhit
gant aket ar c'hemennadurioł.
- Ur wech peurc'hraet ar staliadur, eztennit ar CD-ROM pa vo stlapet kuit
(ha ar bladennig ma 'z eus unan el lenner) ; adenaouiń a rankfe ober
ho ardivink.
- Linux a rankfe loc'hań. Goude loc'hań, e c'hellot "Ereań" war ho ardivink
evel "root" pe ne vern pe gont arveriad krouet da vare ar staliań.
Notenn a-bouez : ar gont "root" a ro deoc'h gwirioł diharz
war ho reizhiad Linux. Na implijit ket anezhi nemet evit kefluniań pe verań
Linux. Evit an implij pemdeziek, implijit ur gont arveriad boas gant an
urzhiadoł "adduser USER" ha "passwd USER".
Chańs vat gant Mandrakelinux !
laez ar bajenn
Evit skorad staliań gwelit al listenn skignań hag ar FAQoś e
lec'hienn gwiad Mandrake :
http://www.linux-mandrake.com