Kemennadurioł staliań


Kefluniadur ret

Staliań Mandrake Linux a zo, peurliesań, ken eeun ha lakaat ar CD staliań el lenner CDROM, hag adloc'hań ho ardivink. Sellit ouzh ar rann 1 mar plij.

Evelkent ez eus doareoł all da staliań Mandrake Linux, dav eo deoc'h klask anezho en urzh :



1. Loc'hań end-eeun diwar CD

Emloc'hus eo ar CD staliań. Peurliesań, trawalc'h eo enlakaat ar CD el lenner hag adloc'hań an ardivink. Heulhit ar c'hemennadurioł diskwelet war ar skramm, ha graet eo.

laez ar bajenn


2. Lańsań ar staliań diwar Windows 95/98

N'hoc'h eus ken nemet enlakaat ar CDROM kentań. ur prenestr a zlefe dont war wel. Ma ne ra ket, sevenit D:\dosutils\autorun.exe (en ur c'houlakaat eo D lizherenn ho lenner CDROM).

Dibabit Staliadur klok evit lańsań staliadur boas Mandrake Linux.

Mod all, dibabit ar staliadur Linux evit Windows ma ne mennit tamm ebet parzhań ho pladenn galet ; krouiń a raio ar goulev-se daou restr war ho parzhadur Windows evit Linux ; evelato, gorrek eo e-keńver ar staliadur klok, ha ma rankit adstaliań Windows e vo kollet ho reizhiad Mandrake Linux war un dro...

laez ar bajenn


3. Lańsań ar staliań diwar MS-DOS

M'eo staliaet MS-DOS war ho urzhiataer, tu zo deoc'h loc'hań ar reizhiad staliań end-eeun diwar ar CD hep implij pladennig ebet.

Evit hen ober (en ur c'houlakaat eo el lenner D: ho CD), implijit an urzhiadoł a heul :

C:\> D:
D:\> cd \dosutils\autoboot
D:\dosutils\autoboot> autoboot.bat

Taolit evezh ne yelo ket en-dro an hentenn-se m'eo sevenet en ur prenestr DOS dindan Windows. Evit staliań diwar Windows, heulhit ar c'hemennadurioł roet er rann 2 mar plij.

laez ar bajenn


4. Oberiań ur bladennig loc'hań gant Windows

Ma ne loc'h ket ho urzhiataer diwar CDROM ha ne ya ket en-dro an hentennoł kent, dav eo deoc'h oberiań ur bladennig loc'hań dindan Windows evel-henn :


Evit kregiń gant ar staliań, enlakit ar CDROM el lenner, kement hag ar bladennig loc'hań, hag adloc'hit an urzhiataer.

laez ar bajenn


5. Hentennoł staliań all

Ma ne torr ket an hentennoł kent ho ezhommoł evit abeg pe abeg (mennout a rit kas da benn ur staliadur rouedad, ur staliadur diwar trobarzhelloł pcmcia pe...), ret e vo deoc'h oberiań ivez ur bladennig loc'hań :


xxxxx.img eo ar skeudenn loc'hań :

laez ar bajenn


Gallout a rit ivez implij ur staliań mod skrid ma sav, evit abeg pe abeg, kudennoł gant ur staliań grafikel. Evit e implij, gwaskit F1 war skramm degemer Mandrake Linux, da c'houde skrivit text war al linenn-urzhiań.

M'hoc'h eus ezhomm saveteiń ho reizhiad Mandrake Linux o vezań, enlakit ho CDROM staliań (pe ne vern pe bladennig loc'hań a zere), gwaskit F1 war skramm degemer Mandrake Linux, neuze skrivit rescue war al linenn-urzhiań.

Gwelit http://www.linux-mandrake.com/drakx/README evit muioc'h a ditouroł teknikel.


Setu a-is lankadoł pennań ar staliań :

  1. Enlakit ho CDROM staliań (pe ho pladennig staliań diouzh ret) hag adenaouit hoc'h ardivink.

  2. Stokit enkas pa zeu skramm degemer Mandrake Linux war wel hag heulhit gant aket ar c'hemennadurioł.

  3. Ur wech peurc'hraet ar staliadur, eztennit ar CD-ROM pa vo stlapet kuit (ha ar bladennig ma 'z eus unan el lenner) ; adenaouiń a rankfe ober ho ardivink.

  4. Linux a rankfe loc'hań. Goude loc'hań, e c'hellot "Ereań" war ho ardivink evel "root" pe ne vern pe gont arveriad krouet da vare ar staliań.


Notenn a-bouez : ar gont "root" a ro deoc'h gwirioł diharz war ho reizhiad Linux. Na implijit ket anezhi nemet evit kefluniań pe verań Linux. Evit an implij pemdeziek, implijit ur gont arveriad boas gant an urzhiadoł "adduser USER" ha "passwd USER".
 
 

Chańs vat gant Mandrake Linux !

laez ar bajenn

Evit skorad staliań gwelit al listenn skignań hag ar FAQoś e lec'hienn gwiad Mandrake :

http://www.linux-mandrake.com